Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn gostez[1] pe kostezenn[1] (saoz. : lateral consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn heñvel he son e mod pe vod ouzh hini al lizherenn 'l', produet dre serriñ ar genoù en ul lec'h bennak a-hed an teod en ur leuskel an aer o tont eus ar skevent da redek ha da vont kuit dre ar c'hostezioù eus an teod pe dre ur c'hostez eus an teod nemetken.
Peurliesañ e vez serret ar genoù en un tu bennak dre stekiñ penn an teod ouzh an dent (gw. kensonenn dent) pe ouzh al logigoù (gw. kensonenn logigoù).
Kensonennoù dre dostaat eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù kostez. Renket e vez ar c'hensonennoù kostez e rummad ar c'hensonennoù linkus.
Kemmañ a ra kalz an niver a gensonennoù implijet gant pep yezh resis, o vont eus unan nemetken e japaneg pe e pachtoueg, betek seitek e !xóõ.
Setu ur roll klok a-walc'h eus ar c'hensonennoù kostez kavet e yezhoù ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
Implijet e vez arouezennoù ad hoc all a-wezhioù ivez evit treuzskrivañ ruzennoù kostez kilbleg, staon ha gouel divouezh en ur c'hoût n'int ket bet degemeret ez-ofisiel gant LFE.
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |